Center for Public Integrity

Center for Public Integrity
Center for Public Integrity
Broadelezh  Stadunanat
Doare Kazetennerezh enklask
Pal Diskuliañ torfedourien
Deiziad krouidigezh Meurzh 1989
Padelezh 1989-bremañ
Lec'h pennañ Washington, DC
Pennoù Peter Bale
Lec'hienn internet www.publicintegrity.org

Center for Public Integrity (CPI), "Kreizenn evit ar beurlealded foran", zo un aozadur kazetenniñ digorvo a glask diskuliañ an torfedoù liammet gant an arc'hant, ar goubrenerezh hag an implijoù fall graet eus ar galloudoù foran.
Gant 50 ezel enni ec'h eo ar CPI unan eus ar brasañ kreizennoù enklask digorvo ha neptu e Stadoù Unanet Amerika. E 2014 e voe roet ar Priz Pulitzer dezhi evit e labour enklask.

Ar CPI a embann he enklaskoù dre he lec'hienn Internet ha goude-se en em skign ar c'heleier dre Amerika ha dre ar bed.
E 2004, he levr The Buying of the President a oa bet e-touez gwerzhadennoù gwellañ an New York Times e-pad tri miz[1].

  1. (en) Charles Lewis : The Buying of the President - 2004, Harper, 2004 ISBN|978-0-06-054853-7}}

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search